Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 12

Jean 12:34-46

Help us?
Click on verse(s) to share them!
34Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken; penaos eta e lavarez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
35Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren; rak an hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a.
36E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas hag en em guzhas diouto.
37Hag evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ,
38abalamour d'ar ger en devoa ar profed Izaia lavaret da vezañ peurc'hraet: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet disklêriet brec'h an Aotrou?
39Dre-se, ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh:
40Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na welfent gant o daoulagad, ha na gomprenfent gant o c'halon, ha na zistrofent ouzh Doue, ha na yac'hafen anezho.
41Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar, ha pa gomzas anezhañ.
42Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas ennañ; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn.
43Rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud, eget gloar Doue.
44Met Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon, met en hini en deus va c'haset.
45Hag an hini a wel ac'hanon, a wel an hini an deus va c'haset.
46Me a zo deuet er bed evel sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.

Read Jean 12Jean 12
Compare Jean 12:34-46Jean 12:34-46