Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 18

Luc 18:14-42

Help us?
Click on verse(s) to share them!
14Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas pardonet d'e di kentoc'h eget egile; rak piv bennak en em uhela, a vo izelaet, ha piv bennak en em izela, a vo uhelaet.
15Degaset e voe dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien, o welout kement-se, a c'hrozmole d'ar re o degase.
16Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo.
17Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.
18Unan eus ar pennoù a c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
19Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken.
20Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; Na lazh ket; Na laer ket; Na lavar ket a falstesteni; Enor da dad ha da vamm.
21Eñ a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.
22Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras: Mankout a ra dit c'hoazh un dra: Gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon.
23Pa en devoe klevet kement-se, e teuas gwall-drist; rak pinvidik bras e oa.
24Jezuz, o welout e oa deuet gwall-drist, a lavaras: Pegen diaes eo d'ar re o deus madoù mont e rouantelezh Doue!
25Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
26Ar re en kleve a lavaras: Ha piv a c'hell bezañ salvet?
27Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a zo dibosupl d'an dud a zo posupl da Zoue.
28Pêr a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet.
29Eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe wreg, pe vreudeur, pe gerent, pe vugale, evit rouantelezh Doue,
30ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-mañ, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
31Jezuz a gemeras neuze a-du an daouzek, hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem, hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den, a ya da vezañ graet.
32Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ,
33ha goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
34Met ne gomprenent netra e kement-se; ar c'homzoù-se a oa kuzhet evito, ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.
35Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent, hag a c'houlenne an aluzen;
36o klevout ar bobl a dremene, e c'houlennas petra a oa kement-se.
37Lavaret e voe dezhañ e tremene Jezuz a Nazared.
38Neuze e krias: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!
39Ar re a yae a-raok a groze dezhañ evit ma tavje; met eñ a grie c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!
40Jezuz, o chom a-sav, a c'hourc'hemennas en degas d'e gavout; ha pa voe tostaet,
41e c'houlennas outañ: Petra a fell dit e rafen evidout? Eñ a respontas: Aotrou, ma'c'h adkavin ar gweled.
42Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac'haet.

Read Luc 18Luc 18
Compare Luc 18:14-42Luc 18:14-42