Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 17

Luc 17:11-25

Help us?
Click on verse(s) to share them!
11Evel ma'z ae da Jeruzalem, e tremene war harzoù Samaria ha Galilea,
12hag evel ma'z antree en ur vourc'h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc'he pell dioutañ.
13Int, o sevel o mouezh, a grias: Jezuz, mestr, az pez truez ouzhimp!
14O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It, hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, e voent naetaet.
15Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o reiñ gloar da Zoue a vouezh uhel.
16Hag en em daolas ouzh treid Jezuz, e c'henou d'an douar, o trugarekaat. Hemañ a oa Samaritan.
17Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An holl zek, ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h eta emañ an dek all?
18N'eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Zoue?
19Neuze e lavaras dezhañ: Sav, kae, da feiz en deus da yac'haet.
20Ar farizianed, o vezañ goulennet outañ pegoulz e teuje rouantelezh Doue, e respontas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus.
21Ne vo ket lavaret: Emañ amañ, pe: Emañ aze; rak setu, emañ rouantelezh Doue en ho touez.
22Hag e lavaras d'e ziskibien: Dont a raio un amzer ma ho po c'hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n'en gwelot ket.
23Hag e vo lavaret deoc'h: Setu emañ amañ, pe: Setu emañ aze. N'it ket, ha na heuilhit ket anezho.
24Rak evel ma teu ul luc'hedenn da lugerniñ eus ur penn d'an oabl betek ur penn all, evel-se e teuio Mab an den en e zeiz.
25Met ret eo dezhañ kent-se gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant ar rummad-mañ.

Read Luc 17Luc 17
Compare Luc 17:11-25Luc 17:11-25