Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 13

Luc 13:1-12

Help us?
Click on verse(s) to share them!
1En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno, a lavaras da Jezuz ar pezh a oa c'hoarvezet da C'halileiz en devoa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.
2Ha Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzañvet kement-se?
3Nann, a lavaran deoc'h; met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.
4Pe krediñ a rit an triwec'h den ma'z eo kouezhet tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc'h pec'herien eget holl dud Jeruzalem?
5Nann, a lavaran deoc'h; met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.
6Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ: Un den en devoa ur wezenn-fiez plantet en e winieg, hag e teuas da glask frouezh enni, met ne gavas ket.
7Neuze e lavaras d'ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ, ha ne gavan ket; troc'h anezhi; perak e talc'h lec'h en aner en douar?
8Ar gwinier a respontas dezhañ: Aotrou, lez anezhi c'hoazh ar bloaz-mañ, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti.
9Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket, e troc'hi anezhi goude.
10Evel ma kelenne Jezuz en ur sinagogenn un deiz sabad,
11en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hlañvae triwec'h vloaz a oa; daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeunañ.
12Jezuz, o welout anezhi, he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac'haet out eus da gleñved.

Read Luc 13Luc 13
Compare Luc 13:1-12Luc 13:1-12