Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 18

Jean 18:27-32

Help us?
Click on verse(s) to share them!
27Pêr en nac'has adarre; ha kerkent ar c'hilhog a ganas.
28Neuze e kasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi; ar mintin e oa, ha n'ejont ket e-barzh ar pretordi o-unan, gant aon d'en em saotrañ, evit ma c'helljent debriñ ar Pask.
29Pilat, o vezañ aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Pet tamall a rit a-enep an den-se?
30Respont a rejont dezhañ: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn.
31Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan, ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N'hon eus ket ar galloud da lazhañ den.
32Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.

Read Jean 18Jean 18
Compare Jean 18:27-32Jean 18:27-32