Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 10

Jean 10:5-26

Help us?
Click on verse(s) to share them!
5Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi.
6Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.
7Jezuz eta a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved.
8An holl re a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n'o deus ket o selaouet.
9Me eo an nor; mar deu unan bennak e-barzh drezon, e vo salvet; dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
10Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ; met me a zo deuet evit m'o devo va deñved ar vuhez ha ma vint er fonnuster.
11Me eo ar mesaer mat; ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved.
12Met an devezhour n'eo ket ar mesaer, hag an deñved n'int ket dezhañ; pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h; ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho.
13An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour, ha ne gemer ket preder eus an deñved.
14Me eo ar mesaer mat, me a anavez va deñved, hag anavezet on ganto,
15evel ma'c'h anavez va Zad ac'hanon, hag evel ma'c'h anavezan va Zad; ha reiñ a ran va buhez evit va deñved.
16Deñved all am eus ha n'int ket eus an tropell-mañ; ret eo din ivez degas anezho; hag e klevint va mouezh, ha ne vo nemet ur bagad, hag ur mesaer hepken.
17Dre-se eo e kar va Zad ac'hanon, abalamour ma roan va buhez evit he adkemer.
18Den ne lam anezhi diganin, me a ro anezhi ac'hanon va-unan; ar galloud am eus d'he c'huitaat, hag ar galloud d'he adkemer; an urzh-se am eus bet digant va Zad.
19Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se.
20Kalz anezho a lavare: Un diaoul en deus, diskiantet eo; perak e selaouit anezhañ?
21Re all a lavare: Ar gerioù-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriñ daoulagad ar re dall?
22Bez' e oa e Jeruzalem gouel an Dedi, hag ar goañv a oa.
23Evel ma valee Jezuz en templ, e porched Salomon,
24ar Yuzevien en em zastumas eta en-dro dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hor spered en douetañs? Mar dout ar C'hrist, lavar eñ deomp freals.
25Jezuz a respontas dezho: E lavaret em eus deoc'h, ha ne gredit ket; an oberoù a ran e anv va Zad a ro testeni ac'hanon.
26Met c'hwi ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus e lavaret deoc'h.

Read Jean 10Jean 10
Compare Jean 10:5-26Jean 10:5-26