Text copied!
Bibles in Breton

Jean 10:5-26 in Breton

Help us?

Jean 10:5-26 in an Bibl

5 Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi.
6 Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.
7 Jezuz eta a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved.
8 An holl re a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n'o deus ket o selaouet.
9 Me eo an nor; mar deu unan bennak e-barzh drezon, e vo salvet; dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
10 Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ; met me a zo deuet evit m'o devo va deñved ar vuhez ha ma vint er fonnuster.
11 Me eo ar mesaer mat; ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved.
12 Met an devezhour n'eo ket ar mesaer, hag an deñved n'int ket dezhañ; pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h; ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho.
13 An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour, ha ne gemer ket preder eus an deñved.
14 Me eo ar mesaer mat, me a anavez va deñved, hag anavezet on ganto,
15 evel ma'c'h anavez va Zad ac'hanon, hag evel ma'c'h anavezan va Zad; ha reiñ a ran va buhez evit va deñved.
16 Deñved all am eus ha n'int ket eus an tropell-mañ; ret eo din ivez degas anezho; hag e klevint va mouezh, ha ne vo nemet ur bagad, hag ur mesaer hepken.
17 Dre-se eo e kar va Zad ac'hanon, abalamour ma roan va buhez evit he adkemer.
18 Den ne lam anezhi diganin, me a ro anezhi ac'hanon va-unan; ar galloud am eus d'he c'huitaat, hag ar galloud d'he adkemer; an urzh-se am eus bet digant va Zad.
19 Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se.
20 Kalz anezho a lavare: Un diaoul en deus, diskiantet eo; perak e selaouit anezhañ?
21 Re all a lavare: Ar gerioù-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriñ daoulagad ar re dall?
22 Bez' e oa e Jeruzalem gouel an Dedi, hag ar goañv a oa.
23 Evel ma valee Jezuz en templ, e porched Salomon,
24 ar Yuzevien en em zastumas eta en-dro dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hor spered en douetañs? Mar dout ar C'hrist, lavar eñ deomp freals.
25 Jezuz a respontas dezho: E lavaret em eus deoc'h, ha ne gredit ket; an oberoù a ran e anv va Zad a ro testeni ac'hanon.
26 Met c'hwi ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus e lavaret deoc'h.
Jean 10 in an Bibl