Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 17

Jean 17:13-24

Help us?
Click on verse(s) to share them!
13Ha bremañ, me a ya da'z kavout, hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno.
14Roet em eus dezho da c'her, hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.
15Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug.
16N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.
17Santela anezho dre da wirionez; da c'her eo ar wirionez.
18Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed.
19Ha me en em santela va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet dre ar wirionez.
20Ne bedan ket hepken evito, met ivez evit a re a gredo ennon dre o ger,
21evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon o Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed eo te ac'h eus va c'haset.
22Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan, evel ma'z omp ni unan,
23me enno, ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset, hag e karez anezho evel ma ec'h eus va c'haret.
24Tad, me a fell din e vo ganin ar re ac'h eus roet din, el lec'h e vin, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed.

Read Jean 17Jean 17
Compare Jean 17:13-24Jean 17:13-24