Text copied!
Bibles in Breton

Jean 17:13-24 in Breton

Help us?

Jean 17:13-24 in an Bibl

13 Ha bremañ, me a ya da'z kavout, hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno.
14 Roet em eus dezho da c'her, hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.
15 Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug.
16 N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.
17 Santela anezho dre da wirionez; da c'her eo ar wirionez.
18 Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed.
19 Ha me en em santela va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet dre ar wirionez.
20 Ne bedan ket hepken evito, met ivez evit a re a gredo ennon dre o ger,
21 evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon o Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed eo te ac'h eus va c'haset.
22 Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan, evel ma'z omp ni unan,
23 me enno, ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset, hag e karez anezho evel ma ec'h eus va c'haret.
24 Tad, me a fell din e vo ganin ar re ac'h eus roet din, el lec'h e vin, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed.
Jean 17 in an Bibl