67Neuze Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel, hag e tiouganas, o lavarout:
68Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre ma'z eo deuet da welout ha da zasprenañ e bobl,
69hag abalamour m'en deus savet deomp ur Salver Galloudek e tiegezh David e servijer,
70evel m'en devoa lavaret dre c'henou e brofeded santel, abaoe penn-kentañ ar bed,
71dre m'en deus hor saveteet a zaouarn hon enebourien, hag eus dorn an holl re a gasae ac'hanomp,
72evit ober trugarez e-keñver hon tadoù, o kaout soñj eus e emglev santel,
73eus al le en devoa graet da Abraham hon tad,
74penaos, o vezañ hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servijañ anezhañ hep aon,
75er santelezh hag er reizhder dirazañ e-pad holl deizioù hor buhez.
76Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhelañ-Meurbet; rak te a gerzho dirak dremm an Aotrou, evit kempenn e hentoù,
77evit reiñ anaoudegezh ar silvidigezh d'e bobl dre pardon eus o fec'hedoù,
78dre garantez trugarezus hon Doue; drezi, ar sav-heol eus an nec'h en deus hor gwelet,
79evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv, hag evit ren hor c'hammedoù e hent ar peoc'h.