Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 15

Luc 15:1-23

Help us?
Click on verse(s) to share them!
1An holl bublikaned hag an dud a vuhez fall a dostae ouzh Jezuz evit e glevout.
2Ar farizianed hag ar skribed a grozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer an dud a vuhez fall hag a zebr ganto.
3Met eñ a lavaras dezho ar barabolenn-mañ:
4Pehini ac'hanoc'h, mar en deus kant dañvad, ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec'h distro, evit mont da glask an hini a zo kollet, betek m'en deus e gavet?
5Ha piv, o vezañ e gavet, n'en laka war e zivskoaz gant levenez,
6hag, o vezañ deuet d'ar gêr, ne c'halv e vignoned hag e amezeien, ha ne lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dañvad a oa kollet?
7Me a lavar deoc'h, e vo muioc'h a levenez en neñv evit ur pec'her hepken hag en deus keuz, eget na vo evit naontek ha pevar-ugent ha n'o deus ket ezhomm a geuzidigezh.
8Pe, piv eo ar wreg, o kaout dek pezh arc'hant, mar koll unan anezho, n'enaou ket ur c'houlaouenn, ne skub ket he zi, ha ne glask ket gant evezh anezhañ betek ma deu d'e gavout,
9hag, o vezañ kavet anezhañ, ne c'halv he mignonezed hag hec'h amezegezed, ha ne lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus ar pezh arc'hant am boa kollet?
10Me a lavar deoc'h, ez eus levenez dirak aeled Doue evit ur pec'her hepken hag en deus keuz.
11Lavarout a reas dezho c'hoazh: Un den en devoa daou vab.
12An hini yaouankañ a lavaras d'e dad: Va zad, ro din al lodenn eus ar madoù a zle degouezhout din. Hag an tad a lodennas dezho e vadoù.
13Un nebeut deizioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en devoa, a yeas d'ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù, o vevañ en diroll.
14Goude m'en devoa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se, hag en em gavas en dienez.
15O vezañ aet, en em lakaas e servij unan eus tud ar vro-se; kaset e voe gantañ en e zouaroù da vesa ar moc'h.
16Hag en dije karet leuniañ e gof gant ar c'hlosoù a zebre ar moc'h; met den ne roe dezhañ.
17O vezañ eta deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien a zo gopraet gant va zad hag o deus bara e-leizh, ha me a varv gant an naon!
18Sevel a rin hag ez in da gavout va zad, hag e lavarin dezhañ: Va zad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit,
19n'on ken din da vezañ galvet da vab; degemer ac'hanon evel unan eus da vevelien.
20Mont a reas eta hag e teuas da gavout e dad. Evel ma oa c'hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en devoe truez outañ, hag, o redek d'e gavout, e lamas d'e c'houzoug hag e pokas dezhañ.
21E vab a lavaras dezhañ: Va zad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, n'on ken din da vezañ galvet da vab.
22Met an tad a lavaras d'e vevelien: degasit ar sae gaerañ, hag he gwiskit dezhañ; lakait ur walenn war e viz, ha botoù en e dreid.
23Degasit al leue lart ha lazhit anezhañ; debromp hag en em laouenaomp,

Read Luc 15Luc 15
Compare Luc 15:1-23Luc 15:1-23