Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 1

Luc 1:33-48

Help us?
Click on verse(s) to share them!
33Ren a raio da virviken war diegezh Jakob, hag e ren n'en devo ken a fin.
34Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet?
35An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhelañ-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud; dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.
36Ha setu, Elizabed da geniterv a zoug ivez ur mab en he c'hozhni, hag hemañ eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h.
37Rak n'eus netra dibosupl da Zoue.
38Ha Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti.
39Neuze Mari a savas, hag a yeas buan da vro ar menezioù, en ur gêr eus Bro-Juda,
40hag, o vezañ aet e ti Zakaria, e saludas Elizabed.
41Kerkent ha ma klevas Elizabed Salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof; hag Elizabed a voe leuniet eus ar Spered-Santel.
42Hag o sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez, ha benniget eo frouezh da gof.
43A-belec'h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon?
44Rak mouezh da salud n'he deus ket kentoc'h skoet va divskouarn, m'en deus ar bugel bihan tridet gant levenez em c'hof.
45Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.
46Neuze Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou,
47ha va spered en em laouena e Doue va Salver,
48abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ, e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,

Read Luc 1Luc 1
Compare Luc 1:33-48Luc 1:33-48