Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Marc - Marc 7

Marc 7:24-35

Help us?
Click on verse(s) to share them!
24Hag, o vont ac'hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon; o vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet.
25Rak ur wreg, a oa trec'het he merc'h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d'e dreid.
26Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl; hag e pedas anezhañ da gas an diaoul kuit eus he merc'h.
27Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc'h; rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan.
28Met hi a respontas hag a lavaras dezhañ: Gwir eo, Aotrou; koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale.
29Neuze eñ a lavaras dezhi: Abalamour d'ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet eus da verc'h.
30Hag, o vezañ distroet d'he zi, e kavas an diaoul aet kuit, hag he merc'h gourvezet war ar gwele.
31Jezuz, o vezañ kuitaet kostezioù Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuziñ bro Dekapoliz.
32Hag e voe degaset dezhañ un den bouzar ha mut, hag e voe pedet da lakaat e zaouarn warnañ.
33O vezañ e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn; hag o vezañ kemeret eus e grañch, e stokas e deod,
34hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata, da lavarout eo, digor-te.
35Kerkent e zivskouarn a voe digoret, e deod a voe dizereet, hag e komze hep poan.

Read Marc 7Marc 7
Compare Marc 7:24-35Marc 7:24-35