Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 10

Luc 10:3-39

Help us?
Click on verse(s) to share them!
3It, setu e kasan ac'hanoc'h evel oaned e-touez bleizi.
4Na zougit na yalc'h, na sac'h, na botoù, ha na saludit den en hent.
5E peseurt ti bennak ma'z eot, lavarit da gentañ: Ra vo ar peoc'h war an ti-mañ!
6Mar bez eno ur bugel a beoc'h, ho peoc'h a chomo warnañ; mar n'eus ket, e tistroio deoc'h.
7Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc'h evañ ar pezh a vo roet deoc'h; rak al labourer a zo din eus e c'hopr. Na dremenit ket eus un ti da un ti all.
8E peseurt kêr bennak ma'z eot, mar ho tegemerer enni, debrit ar pezh a vo kinniget deoc'h,
9yac'hait ar re glañv a vo eno, ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc'h.
10Met e peseurt kêr bennak ma'z eot, mar n'ho tegemerer ket, it er straedoù, ha lavarit:
11Hejañ a reomp a-enep deoc'h ar poultr a zo staget ouzhimp en ho kêr; gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc'h.
12Me a lavar deoc'h, en deiz-se e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar gêr-se.
13Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.
14Abalamour da-se, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon, eget deoc'h.
15Ha te, Kafarnaoum, savet out bet betek an neñv, hogen izelaet e vi betek lec'h ar marv.
16An neb a selaou ac'hanoc'h, a selaou ac'hanon, hag an neb a zispriz ac'hanoc'h, a zispriz ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanon, a zispriz an hini en deus va c'haset.
17An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaoulien a zouj ac'hanomp ez anv.
18Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc'hedenn.
19Setu, e roan deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c'hruged, ha war holl nerzhoù an enebour; ha netra ne c'hello noazout ouzhoc'h.
20Koulskoude, n'en em laouenait ket eus ma sent ar speredoù ouzhoc'h; met en em laouenait kentoc'h eus ma'z emañ hoc'h anvioù skrivet en neñvoù.
21En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o disklêriet d'ar vugale! Ya, o Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat.
22Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad, nemet ar Mab, hag an hini a fell d'ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
23Hag, o tistreiñ ouzh e ziskibien, e lavaras dezho, a-du: Eürus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit!
24Rak, me a lavar deoc'h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welout, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevout.
25Neuze un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras da Jezuz evit e amprouiñ: Mestr, petra a zlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
26Jezuz a lavaras dezhañ: Petra a zo skrivet el lezenn, ha petra a lennez enni?
27Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, hag eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan.
28Jezuz a lavaras dezhañ: Respontet mat ec'h eus; gra kement-se hag e vevi.
29Met an den-mañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ?
30Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko, hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhañ; ha goude bezañ e vrevet a daolioù, ez ejont kuit, o lezel anezhañ hanter-varv.
31Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se, hag o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou.
32Ul Leviad, o vezañ ivez deuet er memes lec'h, hag o welout anezhañ, a yeas e-biou.
33Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ, hag o welout anezhañ en devoe truez outañ.
34O tostaat, e lienas e c'houlioù, hag e lakaas warno eoul ha gwin. Goude e lakaas anezhañ war e varc'h, en kasas da un ostaleri, hag e kemeras preder anezhañ.
35Antronoz, o vont kuit, e tennas daou ziner arc'hant, o roas d'an ostiz, hag e lavaras dezhañ: Az pez preder anezhañ, ha kement a zispign ouzhpenn, me en roio dit pa zistroin.
36Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesañ an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron?
37An doktor a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geñver eo. Jezuz a lavaras eta dezhañ: Kae, ha gra ivez evel-se.
38Evel ma oant en hent, ez eas en ur vourc'h, hag ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi.
39Ur c'hoar he devoa, anvet Mari; homañ, oc'h en em zerc'hel azezet ouzh treid Jezuz, a selaoue e gomzoù.

Read Luc 10Luc 10
Compare Luc 10:3-39Luc 10:3-39