Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 8

Luc 8:3-18

Help us?
Click on verse(s) to share them!
3Janed, gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all, en sikoure gant o madoù.
4Evel ma en em zastume kalz a bobl, ha ma teue d'e gavout meur a hini eus an holl gêrioù, e lavaras dezho dre barabolenn:
5Un hader a yeas er-maez evit hadañ e had, hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac'het, ha laboused an neñv he debras holl.
6Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, ha pa voe savet, e sec'has abalamour ma n'he devoa ket a c'hlebor.
7Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; ar spern a savas gant ar greun hag o mougas.
8Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag, o vezañ savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoù-mañ, e krie: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
9E ziskibien a c'houlennas digantañ petra e oa ar barabolenn-se.
10Respont a reas: Roet eo deoc'h-hu da anavezout traoù kuzhet rouantelezh Doue; met d'ar re all eo komzet dre barabolennoù, en hevelep doare o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.
11Setu petra eo ar barabolenn-se: An had eo ger Doue.
12Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou; met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c'halon, en aon en ur grediñ na vefent salvet.
13Ar re a zo war al lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, hag e zegemer gant joa; met n'o deus ket a wrizienn ha ne gredont nemet ur pennad; pa zeu an temptadur, e tec'hont kuit.
14Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ.
15Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc'h, hag a zoug frouezh gant kendalc'husted.
16Den, goude bezañ enaouet ur c'houlaouenn, ne c'holo anezhi gant ul lestr, ha ne laka anezhi dindan ar gwele; met he lakaat a ra war ur c'hantolor, evit ma sklaerio ar re a zeu en ti.
17Rak n'eus netra kuzhet na zle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na zle bezañ dizoloet hag anavezet gant an holl.
18Lakait evezh eta penaos e selaouit; rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, a vo lamet digantañ memes ar pezh a gred en deus.

Read Luc 8Luc 8
Compare Luc 8:3-18Luc 8:3-18