Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 1

Jean 1:28-46

Help us?
Click on verse(s) to share them!
28Kement-mañ a c'hoarvezas e Betania, en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann.
29An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed.
30Eñ eo an hini e lavaren diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
31Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met deuet on da vadeziñ en dour, evit ma vo disklêriet da Israel.
32Yann a roas c'hoazh an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm, hag o tont warnañ.
33Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour, en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.
34Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.
35An deiz war-lerc'h, Yann a oa c'hoazh eno gant daou eus e ziskibien,
36hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue.
37An daou ziskibl, o vezañ e glevet o komz evel-se, a heulias Jezuz.
38Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi (da lavarout eo Mestr), pelec'h e chomez?
39Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont, hag e weljont pelec'h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se, rak war-dro an dekvet eur e oa.
40Andrev, breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o devoa klevet ar pezh en devoa lavaret Yann, hag o devoa heuliet Jezuz.
41Andrev a gavas da gentañ Simon e vreur, hag a lavaras dezhañ: Ni hon eus kavet ar Mesiaz (da lavarout eo ar C'hrist, an Eouliet).
42Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon, mab Jona; te a vo galvet Kefaz (da lavarout eo Pêr).
43An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea, hag e kavas Filip; lavarout a reas dezhañ: Heul ac'hanon.
44Filip a oa eus Betsaida, kêr Andrev ha Pêr.
45Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz, mab Jozef, eus Nazared.
46Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel.

Read Jean 1Jean 1
Compare Jean 1:28-46Jean 1:28-46