Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Marc - Marc 6

Marc 6:4-14

Help us?
Click on verse(s) to share them!
4Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro, e-touez e gerent hag ar re eus e di e-unan.
5Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud klañv, en ur lakaat e zaouarn warno.
6Souezhet e oa eus o diskredoni; hag e valeas ar bourc'hioù war-dro en ur gelenn.
7Neuze e c'halvas an daouzek, hag en em lakaas d'o c'has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur;
8hag e c'hourc'hemennas dezho na gemerjent netra evit an hent, nemet ur vazh, na sac'h, na bara, na moneiz er c'houriz,
9met sandalennoù en o zreid, ha na zougjent ket daou wiskamant.
10Lavarout a reas ivez dezho: En ti bennak ma'z it, chomit eno betek ma'z eot kuit eus al lec'h-se.
11Ha pa en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha n'ho selaouint ket, en ur vont ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.
12O vezañ aet eta, e prezegjont d'an dud kaout keuz.
13Kas a rejont kuit kalz a ziaoulien, hag ec'h eouljont gant eoul kalz a dud glañv, hag e yac'hajont anezho.
14Ar roue Herodez a glevas komz eus Jezuz, rak e anv a oa dija brudet bras; hag e lavaras: Ar Yann-se, an hini a vadeze, a zo adsavet a-douez ar re varv; setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.

Read Marc 6Marc 6
Compare Marc 6:4-14Marc 6:4-14