Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 18

Luc 18:11-24

Help us?
Click on verse(s) to share them!
11Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bede evel-hen ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, nag ivez evel ar publikan-se.
12Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus.
13Met ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne grede ket memes sevel e zaoulagad d'an neñv; met skeiñ a rae war boull e galon, o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin, ur pec'her on!
14Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas pardonet d'e di kentoc'h eget egile; rak piv bennak en em uhela, a vo izelaet, ha piv bennak en em izela, a vo uhelaet.
15Degaset e voe dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien, o welout kement-se, a c'hrozmole d'ar re o degase.
16Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo.
17Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.
18Unan eus ar pennoù a c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
19Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken.
20Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; Na lazh ket; Na laer ket; Na lavar ket a falstesteni; Enor da dad ha da vamm.
21Eñ a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.
22Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras: Mankout a ra dit c'hoazh un dra: Gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon.
23Pa en devoe klevet kement-se, e teuas gwall-drist; rak pinvidik bras e oa.
24Jezuz, o welout e oa deuet gwall-drist, a lavaras: Pegen diaes eo d'ar re o deus madoù mont e rouantelezh Doue!

Read Luc 18Luc 18
Compare Luc 18:11-24Luc 18:11-24