Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 1

Jean 1:7-17

Help us?
Click on verse(s) to share them!
7Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.
8Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn.
9Ar sklêrijenn wirion, an hini a sklaera pep den, a oa o tont er bed.
10Er bed e oa, hag ar bed a zo bet graet gantañ; met ar bed n'en deus ket e anavezet.
11Deuet eo da gavout e re, hag e re n'o eus ket e zegemeret.
12Met d'an holl re o deus e zegemeret, en deus roet an droed da vezañ graet bugale da Zoue, da c'houzout eo, d'an holl re a gred en e anv,
13ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.
14Hag ar Ger a zo bet graet kig, hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini Mab nemetañ an Tad.
15Yann a roas testeni dezhañ, pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon.
16Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras evit gras.
17Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.

Read Jean 1Jean 1
Compare Jean 1:7-17Jean 1:7-17