35En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'an dour.
36Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag, evel ma oa enni; hag e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug.
37Neuze e savas un taol-avel bras, hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie.
38Eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg; hag e tihunjont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez van ebet eus ma en em gollomp?
39Eñ, o vezañ dihunet, a c'hourc'hemennas an avelioù, hag a lavaras d'ar mor: Tav, bez sioul. An avel a davas, hag e voe ur sioulder bras.
40Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon? Penaos n'hoc'h eus ket a feiz?