Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 4

Luc 4:2-24

Help us?
Click on verse(s) to share them!
2eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh, ha ne zebras netra e-pad an deizioù-se; goude ma voent tremenet, en devoa naon.
3Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mañ dont da vezañ bara.
4Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus Doue.
5Neuze an diaoul en kasas war ur menez uhel, a reas dezhañ gwelout en un taol holl rouantelezhioù ar bed,
6hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din, hag e roan anezhañ da neb a fell din.
7Ma taoulinez eta dirazon, an holl draoù-se a vo dit.
8Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ.
9Kas a reas anezhañ ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhañ war lein an templ, hag e lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'han d'an traoñ, rak skrivet eo
10e c'hourc'hemenno d'e aeled kaout evezh ouzhit, evit da ziwall,
11ha penaos e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
12Jezuz a respontas dezhañ: Lavaret eo: Na dempti ket an Aotrou da Zoue.
13An diaoul, o vezañ echuet an holl demptadur, en em dennas dioutañ evit un amzer.
14Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro.
15Kelenn a rae en o sinagogennoù, hag e oa enoret gant an holl.
16Jezuz a zeuas da Nazared, e-lec'h ma oa bet savet, hag ez eas, hervez e c'hiz, er sinagogenn deiz ar sabad. Sevel a reas evit lenn.
17Neuze e voe roet dezhañ levr ar profed Izaia, hag o vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ:
18Spered an Aotrou a zo warnon; abalamour da-se en deus va eouliet evit prezeg an Aviel d'ar beorien; kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret, evit embann an dasprenadur d'ar re dalc'het, ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas er frankiz ar re gwasket,
19ha da embann bloavezh trugarezus an Aotrou.
20Goude bezañ pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas; daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ.
21Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Ar gomz-mañ eus ar Skritur a zo peurc'hraet hiziv, hag he c'hlevet hoc'h eus.
22An holl a roe testeni dezhañ, hag a oa souezhet eus ar c'homzoù a c'hras a zeue eus e c'henou, hag e lavarent: N'eo ket hemañ mab Jozef?
23Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan; gra ivez amañ, e-barzh da vro, kement hon eus klevet lavarout ac'h eus graet e Kafarnaoum.
24Met eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos profed ebet n'eo degemeret mat en e vro.

Read Luc 4Luc 4
Compare Luc 4:2-24Luc 4:2-24