Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 24

Luc 24:18-53

Help us?
Click on verse(s) to share them!
18Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c'hoarvezet enni en deizioù-mañ?
19Eñ a lavaras dezho: Ha petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo erruet gant Jezuz a Nazared, ur profed bras, galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
20ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e varnet d'ar marv, hag e staget ouzh ar groaz.
21Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel, ha koulskoude, setu an trede deiz ma'z eo c'hoarvezet an traoù-se.
22Gwir eo penaos gwragez bennak, eus hon touez, o deus hor gwall souezhet; rak o vezañ bet aet d'ar bez a-raok an deiz,
23n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho, ha lavaret e oa bev.
24Hiniennoù ac'hanomp a zo aet d'ar bez, hag o deus kavet an traoù evel m'o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n'o deus ket e welet.
25Neuze e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!
26Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv an traoù-se, ha mont en e c'hloar?
27Neuze e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze outañ adalek Moizez betek an holl brofeded.
28Evel-se e tostaent ouzh ar vourc'h e-lec'h ma'z aent, met Jezuz a rae van da vont pelloc'h.
29Int a reas dezhañ chom ganto, o lavarout dezhañ: Chom ganeomp, rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.
30Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras bara hag e trugarekaas; hag o vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.
31Neuze o daoulagad a zigoras hag ec'h anavezjont anezhañ; met eñ a dec'has a-zirak o daoulagad.
32Neuze e lavarjont an eil d'egile: Hor c'halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent, ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù?
33O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem, hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles,
34o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon.
35D'o zro, e lavarjont ivez ar pezh a oa erruet ganto en hent, ha penaos o devoa e anavezet p'en devoa torret ar bara.
36Evel ma komzent evel-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz, hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
37Met int, spontet ha spouronet, a grede gwelout ur spered.
38Eñ a lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù?
39Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, rak me va-unan eo. Stokit ennon, ha sellit ouzhin; rak ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.
40O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid.
41Met evel, en o levenez, ne gredent ket c'hoazh, ha ma oant souezhet, e lavaras dezho: Bez' hoc'h eus un dra bennak da zebriñ?
42Hag e rojont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel.
43O vezañ o kemeret, e tebras dirazo.
44Neuze e lavaras dezho: Setu ar pezh a lavaren deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h, e oa ret ma vije peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er Brofeded hag er Salmoù.
45Neuze e tigoras dezho o spered, evit ma komprenjent ar Skriturioù.
46Hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret, e c'houzañvje ar C'hrist, hag e savje a varv d'an trede deiz,
47ha ma vije prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù, e-touez an holl bobloù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
48C'hwi eo an testoù eus an traoù-se,
49ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus va Zad prometet. Evidoc'h-hu, chomit e kêr Jeruzalem, ken na viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h.
50Neuze e tegasas anezho er-maez betek Betania, hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.
51Hag e c'hoarvezas evel ma vennige anezho, e pellaas diouto, hag e voe savet en neñv.
52Int, o vezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras.
53Hag e oant dalc'hmat en templ, o veuliñ hag o vennigañ Doue. Amen.

Read Luc 24Luc 24
Compare Luc 24:18-53Luc 24:18-53