Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 7

Luc 7:6-19

Help us?
Click on verse(s) to share them!
6Jezuz eta a yeas ganto. Ha pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennañ mignoned, da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket a boan, rak n'on ket din e teufes dindan va zoenn.
7Abalamour da-se, ne'm eus ket kavet e oan din va-unan da vont betek ennout; met lavar ur ger, ha va mevel a vo yac'haet.
8Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
9Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a voe souezhet, hag, o tistreiñ, a lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
10Pa zistroas d'ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h ar mevel a oa bet klañv.
11An deiz war-lerc'h, Jezuz a yeas d'ur gêr anvet Nain; kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantañ.
12Evel ma tostaent ouzh dor kêr, setu e touged d'an douar unan marv, mab nemetañ e vamm, a oa intañvez; un niver bras a dud eus kêr a oa ganti.
13An Aotrou, o vezañ he gwelet, en devoe truez outi, hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!
14O vezañ tostaet, e stokas an arched, hag ar re en douge a arsavas; hag e lavaras: Den yaouank, me en lavar dit, sav!
15An hini marv a azezas hag en em lakaas da gomz. Jezuz en roas d'e vamm.
16Ar spont a grogas enno holl, hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo bet savet en hon touez, ha Doue a zo deuet da welout e bobl.
17Ar vrud-se en em skuilhas dre holl Judea, ha dre an holl vro tro-war-dro.
18An holl draoù-mañ a voe lavaret da Yann gant e ziskibien.
19Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all?

Read Luc 7Luc 7
Compare Luc 7:6-19Luc 7:6-19