Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 1

Luc 1:18-30

Help us?
Click on verse(s) to share them!
18Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se? Rak me a zo kozh, ha va gwreg a zo aet war an oad?
19An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue; degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c'heloù mat-mañ.
20Ha setu, te a ya da vezañ mut, ha ne c'helli ken komz, betek an deiz ma c'hoarvezo an traoù-mañ, abalamour ne'c'h eus ket kredet da'm c'homzoù, hag a erruo en o amzer.
21Koulskoude, ar bobl a c'hortoze Zakaria, hag a oa souezhet ma talee en templ.
22Pa voe deuet er-maez, ne c'helle ket komz outo, hag ec'h anavezjont en devoa bet ur welidigezh en templ, rak dre sinoù en roe da gompren dezho; hag e chomas mut.
23Pa voe echuet deizioù e garg, ez eas d'e di.
24Un nebeut amzer goude, Elizabed, e wreg, en em gavas dougerez, hag en em guzhas e-pad pemp miz, o lavarout:
25Evel-se eo, en deus graet an Aotrou em c'heñver en deizioù-mañ, m'en deus sellet ouzhin, evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud.
26Er c'hwec'hvet miz, Doue a gasas an ael Gabriel en ur gêr a C'halilea galvet Nazared,
27d'ur werc'hez a zlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David; ar werc'hez-se a oa anvet Mari.
28An ael, o vezañ aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te a zo bet resevet en gras, an Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez.
29O vezañ gwelet an ael, e voe trubuilhet gant e gomzoù, hag e soñje enni ec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ.
30Neuze an ael a lavaras dezhi: Mari, na'z pez ket aon, rak kavet ec'h eus gras dirak Doue.

Read Luc 1Luc 1
Compare Luc 1:18-30Luc 1:18-30