Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 10

Jean 10:25-40

Help us?
Click on verse(s) to share them!
25Jezuz a respontas dezho: E lavaret em eus deoc'h, ha ne gredit ket; an oberoù a ran e anv va Zad a ro testeni ac'hanon.
26Met c'hwi ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus e lavaret deoc'h.
27Va deñved a glev va mouezh, ha me a anavez anezho, hag int a heul ac'hanon.
28Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn.
29Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl; den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad.
30Me hag an Tad a zo unan.
31Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.
32Ha Jezuz a lavaras dezho: Graet em eus dirazoc'h kalz a oberoù mat, a-berzh va Zad; evit pehini anezho e veinatait ac'hanon?
33Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met abalamour d'ur gwallgomz, dre ma n'out nemet un den hag en em rez Doue.
34Jezuz a respontas dezho: N'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed?
35Mar he deus eta galvet doueed ar re ma oa ger Doue kaset dezho (hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret),
36lavarout a rit-hu e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
37Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon.
38Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm oberoù, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot an Tad a zo ennon, hag ez on ennañ.
39Klask a raent eta c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennañ a reas eus o daouarn.
40Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno.

Read Jean 10Jean 10
Compare Jean 10:25-40Jean 10:25-40