Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Matthieu

Matthieu 18

Help us?
Click on verse(s) to share them!
1D'an eur-se, an diskibien a dostaas ouzh Jezuz, hag a lavaras: Piv eta eo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù?
2Jezuz, o vezaƱ galvet ur bugel bihan, en lakaas en o c'hreiz,
3hag a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket, ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne deot ket e rouantelezh an neñvoù.
4Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se, a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù.
5Ha piv bennak a zegemer em anv ur bugel bihan evel hemaƱ, a zegemer ac'hanon.
6Met piv bennak a roio skouer fall da unan eus ar re vihan-se a gred ennon, ez eo gwelloc'h dezhaƱ e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen milin, hag e vefe taolet e donder ar mor.
7Gwalleur d'ar bed abalamour d'ar skouerioù fall! Rak ret eo e teufe skouerioù fall, met gwalleur d'an den ma teu drezañ ar skouer fall!
8Ma ra da zorn pe da droad lakaat ac'hanout da gouezhaƱ, troc'h anezhaƱ, ha taol anezhaƱ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez moƱs pe gamm, eget kaout daou dorn pe daou droad ha bezaƱ taolet en tan peurbadus.
9Ha ma ra da lagad lakaat ac'hanout da gouezhaƱ, diframm anezhaƱ, ha taol anezhaƱ pell diouzhit; gwelloc'h eo dit mont er vuhez born, eget kaout da zaoulagad ha bezaƱ taolet e tan ar gehenn.
10Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc'h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc'hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.
11Rak Mab an den a zo deuet da saveteiƱ ar re a oa kollet.
12Petra a soñj deoc'h? Mar en deus un den kant dañvad, hag e teufe unan anezho da vezañ dianket, ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all war ar menezioù, evit mont da glask an hini a zo dianket?
13Ha mar kav anezhaƱ, me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' en deus muioc'h a levenez diwar-benn hemaƱ eget diwar-benn an naontek ha pevar-ugent ha n'int ket bet dianket.
14Evel-se, n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.
15Mar en deus pec'het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhaƱ etre te hag eƱ e-unan; mar selaou ac'hanout, ez po gounezet da vreur.
16Ma ne selaou ket ac'hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest.
17Ma ne selaou ket anezho, lavar d'an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan.
18Me a lavar deoc'h e gwirionez, ar pezh a ereot war an douar a vo ereet en neƱv, hag ar pezh a ziereot war an douar a vo diereet en neƱv.

19Me a lavar c'hoazh deoc'h: mar en em laka daou ac'hanoc'h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neñvoù.
20Rak e-lec'h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c'hreiz.
21Neuze Pêr a dostaas outañ hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da'm breur pa bec'ho em enep? Bez' e vo betek seizh gwech?
22Jezuz a lavaras dezhaƱ: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek seizh gwech dek ha tri-ugent.
23Dre-se, rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue a fellas dezhañ ober rentañ kont d'e servijerien.
24P'en em lakaas da gontaƱ, e voe degaset dezhaƱ unan a dlee dek mil talant.
25Dre ma n'en devoa ket peadra da baeaƱ, e vestr a roas urzh d'e werzhaƱ, eƱ, e wreg, e vugale, ha kement en devoa, evit paeaƱ e zle.
26Ar servijer, oc'h en em strinkaƱ d'e dreid, a bede anezhaƱ, o lavarout: Aotrou, ro amzer din hag e paein dit va holl zle.
27O kaout truez outaƱ, mestr ar servijer-se, en lezas da vont, hag a bardonas dezhaƱ e zle.
28Goude ma voe aet kuit, ar servijer-maƱ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhaƱ kant diner; hag, o kregiƱ ennaƱ, e waske e c'houzoug en ur lavarout: pae ar pezh a dleez din.
29E genvreur, oc'h en em deurel d'e dreid, a bede anezhaƱ en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit.
30Met hemaƱ ne fellas ket dezhaƱ; mont a reas d'e deurel er prizon, betek m'en devoa paeet ar pezh a dlee.
31E genvreudeur, o welout ar pezh en devoa graet, a voe glac'haret bras; mont a rejont da gontaƱ d'e aotrou kement a oa c'hoarvezet.
32Neuze ar mestr a reas gervel ar servijer-se hag a lavaras dezhaƱ: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet;
33ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur, evel ma em boa bet truez ouzhit?
34Hag e vestr, o kaout droug ennaƱ, en roas d'ar vourevien, betek m'en devoa paeet kement a dlee.
35Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h, a-greiz e galon, d'e vreur.