Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 24

Luc 24:13-26

Help us?
Click on verse(s) to share them!
13An deiz-se memes, daou anezho a yae d'ur vourc'h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn diouzh Jeruzalem;
14int a gomze etrezo diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet.
15Evel ma komzent, ha ma poellataent, Jezuz e-unan, o vezañ tostaet, en em lakaas da vale ganto.
16Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezjont ket anezhañ.
17Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit etrezoc'h, en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist?
18Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c'hoarvezet enni en deizioù-mañ?
19Eñ a lavaras dezho: Ha petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo erruet gant Jezuz a Nazared, ur profed bras, galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
20ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e varnet d'ar marv, hag e staget ouzh ar groaz.
21Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel, ha koulskoude, setu an trede deiz ma'z eo c'hoarvezet an traoù-se.
22Gwir eo penaos gwragez bennak, eus hon touez, o deus hor gwall souezhet; rak o vezañ bet aet d'ar bez a-raok an deiz,
23n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho, ha lavaret e oa bev.
24Hiniennoù ac'hanomp a zo aet d'ar bez, hag o deus kavet an traoù evel m'o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n'o deus ket e welet.
25Neuze e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!
26Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv an traoù-se, ha mont en e c'hloar?

Read Luc 24Luc 24
Compare Luc 24:13-26Luc 24:13-26