Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 21

Luc 21:2-8

Help us?
Click on verse(s) to share them!
2Gwelout a reas ivez un intañvez paour, a lakaas e-barzh daou bezhig.
3Hag e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet e-barzh muioc'h eget an holl re all.
4Rak holl o deus lakaet, e profoù, eus ar pezh o devoa a-re; met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement holl he devoa evit bevañ.
5Hag evel ma lavare hiniennoù dezhañ e oa savet an templ gant mein gaer ha gant profoù pinvidik, e lavaras:
6C'hwi a sell ouzh an traoù-se! Deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.
7Hag e c'houlennjont outañ: Mestr, pegoulz en em gavo an traoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest da c'hoarvezout?
8Hag e lavaras: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h; rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist, hag an amzer a dosta. N'it ket eta war o lerc'h.

Read Luc 21Luc 21
Compare Luc 21:2-8Luc 21:2-8