40hag, o vezañ aet e ti Zakaria, e saludas Elizabed.
41Kerkent ha ma klevas Elizabed Salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof; hag Elizabed a voe leuniet eus ar Spered-Santel.
42Hag o sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez, ha benniget eo frouezh da gof.
43A-belec'h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon?
44Rak mouezh da salud n'he deus ket kentoc'h skoet va divskouarn, m'en deus ar bugel bihan tridet gant levenez em c'hof.
45Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.
46Neuze Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou,
47ha va spered en em laouena e Doue va Salver,
48abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ, e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,
49rak an Holl-C'halloudek en deus graet traoù bras din; e anv a zo santel,
50hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.
51Diskouezet en deus nerzh e vrec'h; stlabezet en deus ar soñjezonoù a rae ar re lorc'hus en o c'halon.
52Didronet en deus ar re c'halloudek, ha savet en deus ar re vihan.
53Leuniet en deus a vadoù a re o devoa naon, ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.
54Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez,
55evel m'en devoa e lavaret d'hon tadoù, da Abraham ha d'e lignez da viken.