Text copied!
Bibles in Breton

Luc 1:40-55 in Breton

Help us?

Luc 1:40-55 in an Bibl

40 hag, o vezañ aet e ti Zakaria, e saludas Elizabed.
41 Kerkent ha ma klevas Elizabed Salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof; hag Elizabed a voe leuniet eus ar Spered-Santel.
42 Hag o sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez, ha benniget eo frouezh da gof.
43 A-belec'h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon?
44 Rak mouezh da salud n'he deus ket kentoc'h skoet va divskouarn, m'en deus ar bugel bihan tridet gant levenez em c'hof.
45 Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.
46 Neuze Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou,
47 ha va spered en em laouena e Doue va Salver,
48 abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ, e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,
49 rak an Holl-C'halloudek en deus graet traoù bras din; e anv a zo santel,
50 hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.
51 Diskouezet en deus nerzh e vrec'h; stlabezet en deus ar soñjezonoù a rae ar re lorc'hus en o c'halon.
52 Didronet en deus ar re c'halloudek, ha savet en deus ar re vihan.
53 Leuniet en deus a vadoù a re o devoa naon, ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.
54 Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez,
55 evel m'en devoa e lavaret d'hon tadoù, da Abraham ha d'e lignez da viken.
Luc 1 in an Bibl