Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 5

Luc 5:29-36

Help us?
Click on verse(s) to share them!
29Levi a reas ur fest vras en e di, hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto.
30Ar re anezho a oa skribed ha farizianed a c'hrozmole hag a lavare d'e ziskibien: Perak e tebrit hag ec'h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
31Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h eo ar re o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
32N'on ket deuet da c'hervel d'ar geuzidigezh ar re reizh, met ar bec'herien.
33Lavarout a rejont ivez dezhañ: Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedennoù, kenkoulz evel re ar farizianed, e-lec'h da re-te a zebr hag a ev?
34Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a c'hell lakaat da yunañ mignoned ar pried, e-pad ma'z emañ ar pried ganto?
35Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto; neuze e yunint, en deizioù-se.
36Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak e freuzfe an hini nevez, hag an tamm kemeret eus an hini nevez n'en em rafe ket gant an hini kozh.

Read Luc 5Luc 5
Compare Luc 5:29-36Luc 5:29-36