31Rak-se, me a lavar deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar gwallgomz a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezho.
32Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ, nag er c'hantved-mañ, nag er c'hantved da zont.
33Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh; rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.
34Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
35An den mat a denn traoù mat eus e deñzor mat en e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus e deñzor fall en e galon.
36Me a lavar deoc'h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret;
37rak, diwar da gomzoù e vi reishaet, ha diwar da gomzoù e vi kondaonet.
38Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da welout ur mirakl graet ganit.
39Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl; ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet hini ar profed Jona.
40Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
41Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
42Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
43Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket;
44neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet; pa zeu, e kav anezhañ goullo, skubet ha kempennet.