Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Marc - Marc 9

Marc 9:33-39

Help us?
Click on verse(s) to share them!
33Goude e teujont da Gafarnaoum; hag o vezañ en ti, e c'houlennas outo: Diwar-benn petra en em stourmec'h en hent?
34Int a dave; rak en em stourmet o devoa en hent war an hini a vije ar brasañ.
35O vezañ azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak bezañ ar c'hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl.
36Hag o vezañ kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezhañ en o c'hreiz; o terc'hel anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras dezho:
37Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ abalamour da'm anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset.
38Neuze Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour na heul ket ac'hanomp.
39Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se; rak n'eus den a rafe mirakloù em anv, hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon.

Read Marc 9Marc 9
Compare Marc 9:33-39Marc 9:33-39