Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 2

Luc 2:25-36

Help us?
Click on verse(s) to share them!
25Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
26Disklêriet e voe dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel, penaos ne varvje ket, a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou.
27Dont a reas en templ dre ar Spered, hag evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz, evit ober en e geñver hervez giz al lezenn,
28e kemeras anezhañ etre e zivrec'h, hag e veulas Doue, o lavarout:
29Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h, hervez da c'her,
30rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh,
31an hini ac'h eus graet dirak an holl bobloù,
32ar sklêrijenn a dle sklaeriañ an holl dud, ha gloar da bobl Israel.
33Ha Jozef hag e vamm a oa souezhet eus an traoù a lavared anezhañ.
34Simeon o bennigas, hag a lavaras da Vari, e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh,
35en hevelep doare ma vo soñjezonoù kalon kalz dizoloet; hag evidout-te, ur c'hleze a dreuzo da ene.
36Bez' e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc'h Fanuel, eus meuriad Aser; oadet bras e oa, hag he devoa bevet gant he fried seizh vloaz, abaoe he gwerc'hded.

Read Luc 2Luc 2
Compare Luc 2:25-36Luc 2:25-36