Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 21

Luc 21:6-10

Help us?
Click on verse(s) to share them!
6C'hwi a sell ouzh an traoù-se! Deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.
7Hag e c'houlennjont outañ: Mestr, pegoulz en em gavo an traoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest da c'hoarvezout?
8Hag e lavaras: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h; rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist, hag an amzer a dosta. N'it ket eta war o lerc'h.
9Pa glevot komz eus brezelioù, hag eus dispac'hioù, na spontit ket, rak ret eo e teufe an traoù-se a-raok; met ne vo ket kerkent ar fin.
10Lavarout a reas dezho ivez: Ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all;

Read Luc 21Luc 21
Compare Luc 21:6-10Luc 21:6-10