Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 1

Luc 1:8-20

Help us?
Click on verse(s) to share them!
8Erruout a reas, evel ma rae Zakaria e garg a veleg dirak Doue, hervez urzh e dro,
9ma voe galvet dre ar sord, hervez giz ar velegiezh, da vont e-barzh templ an Aotrou, evit deviñ an ezañs.
10An holl bobl a oa er-maez o pediñ, d'an eur ma teved an ezañs.
11Neuze un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ en e sav, en tu dehou da aoter an ezañs.
12Zakaria, o welout anezhañ, a voe trubuilhet, hag ar spont a grogas ennañ.
13Met an ael a lavaras dezhañ: Zakaria, na'z pez ket aon, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elizabed a c'hano dit ur mab, hag e roi dezhañ an anv a Yann.
14Bez' e vo evidout un abeg a joa hag a laouenidigezh, ha kalz en em laouenaio eus e c'hanedigezh.
15Rak bras e vo dirak an Aotrou; n'evo na gwin, nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm;
16distreiñ a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue,
17hag e valeo dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale, hag ar re disentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d'an Aotrou ur bobl tuet mat.
18Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se? Rak me a zo kozh, ha va gwreg a zo aet war an oad?
19An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue; degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c'heloù mat-mañ.
20Ha setu, te a ya da vezañ mut, ha ne c'helli ken komz, betek an deiz ma c'hoarvezo an traoù-mañ, abalamour ne'c'h eus ket kredet da'm c'homzoù, hag a erruo en o amzer.

Read Luc 1Luc 1
Compare Luc 1:8-20Luc 1:8-20