Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Marc - Marc 7

Marc 7:12-33

Help us?
Click on verse(s) to share them!
12ne lezit ket anezhañ d'ober netra ken evit e dad pe e vamm,
13o kas da netra ger Doue gant ho hengoun hoc'h eus graet; ha kalz a draoù all a rit evel-se.
14Neuze, o vezañ galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon, ha komprenit kement-mañ:
15Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a ya ennañ, ne c'hell e huduraat; met ar pezh a zeu eus an den, ar re-se eo a hudura anezhañ.
16Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
17Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c'houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se.
18Eñ a lavaras dezho: Bez' oc'h ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos netra eus ar pezh a ya eus er-maez an den, ne c'hell e lousaat?
19Rak an dra-se ne ya ket er galon, met er c'hof, a belec'h e kouezh el lec'h distro, ar pezh a c'hlana ar boued holl.
20Lavarout a rae eta: Ar pezh a zeu eus an den, eo ar pezh a hudara anezhañ.
21Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezhioù, ar gastaouerezhioù, al lazherezhioù, al laeroñsioù,
22an avaristed, ar fallentezoù, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.
23An holl fallentezoù-se a zeu eus an diabarzh hag a hudara an den.
24Hag, o vont ac'hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon; o vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet.
25Rak ur wreg, a oa trec'het he merc'h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d'e dreid.
26Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl; hag e pedas anezhañ da gas an diaoul kuit eus he merc'h.
27Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc'h; rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan.
28Met hi a respontas hag a lavaras dezhañ: Gwir eo, Aotrou; koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale.
29Neuze eñ a lavaras dezhi: Abalamour d'ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet eus da verc'h.
30Hag, o vezañ distroet d'he zi, e kavas an diaoul aet kuit, hag he merc'h gourvezet war ar gwele.
31Jezuz, o vezañ kuitaet kostezioù Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuziñ bro Dekapoliz.
32Hag e voe degaset dezhañ un den bouzar ha mut, hag e voe pedet da lakaat e zaouarn warnañ.
33O vezañ e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn; hag o vezañ kemeret eus e grañch, e stokas e deod,

Read Marc 7Marc 7
Compare Marc 7:12-33Marc 7:12-33