Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 2

Luc 2:9-29

Help us?
Click on verse(s) to share them!
9Setu un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho, hag o devoe ur spont bras.
10Neuze an ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu e tegasan deoc'h ur c'heloù mat, a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl,
11rak ganet eo hiziv deoc'h, e kêr David, ur Salver, hag a zo ar C'hrist, an Aotrou.
12Setu amañ ur sin deoc'h: c'hwi a gavo ur bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c'hraou.
13Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ hag o lavarout:
14Gloar da Zoue el lec'hioù uhel-meurbet, ha peoc'h war an douar e-touez an dud karet gantañ!
15Pa voe en em dennet an aeled diganto en neñv, ar vêsaerien a lavaras an eil d'egile: Deomp eta betek Betlehem, ha gwelomp ar pezh a zo c'hoarvezet, hag en deus an Aotrou roet da anavezout deomp.
16Mont a rejont eta buan di, hag e kavjont Mari, Jozef hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c'hraou.
17O vezañ e welet, e tisklêrjont ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se.
18An holl re o c'hleve a oa souezhet bras eus ar pezh a oa bet lavaret dezho gant ar vêsaerien.
19Mari a vire an holl draoù-se, o tistremen anezho en he c'halon.
20Hag ar vêsaerien a zistroas, en ur reiñ gloar ha meuleudi da Zoue, evit kement o devoa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho.
21Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc'hañ ar bugel, e voe galvet JEZUZ, anv a oa bet roet dezhañ gant an ael, a-raok ma oa koñsevet e kof e vamm.
22Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizioù dezho da vezañ glanaet, e voe kaset ar bugel da Jeruzalem, evit e ginnig d'an Aotrou
23(hervez ma'z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Zoue),
24hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled, pe ziv goulmig.
25Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
26Disklêriet e voe dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel, penaos ne varvje ket, a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou.
27Dont a reas en templ dre ar Spered, hag evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz, evit ober en e geñver hervez giz al lezenn,
28e kemeras anezhañ etre e zivrec'h, hag e veulas Doue, o lavarout:
29Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h, hervez da c'her,

Read Luc 2Luc 2
Compare Luc 2:9-29Luc 2:9-29