Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 19

Luc 19:6-10

Help us?
Click on verse(s) to share them!
6Eñ a ziskennas buan, hag en degemeras gant levenez.
7An holl re a welas kement-se a grozmole, o lavarout e oa aet da lojañ e ti un den a vuhez fall.
8Met Zake en em zalc'has dirak an Aotrou, hag a lavaras dezhañ: Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d'ar beorien, ha mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kement all.
9Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma'z eo hemañ ivez mab da Abraham.
10Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet.

Read Luc 19Luc 19
Compare Luc 19:6-10Luc 19:6-10