Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 13

Luc 13:31-35

Help us?
Click on verse(s) to share them!
31En deiz-se, e teuas d'e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: Kae kuit, ha kerzh ac'han, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ.
32Eñ a lavaras dezho: It, ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaoulien hag ec'h echuan da reiñ ar yec'hed d'ar re glañv, hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin.
33Koulskoude, ret eo din bale hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, evit na c'hoarvezo ket e varvfe ur profed er-maez eus Jeruzalem.
34Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he c'hlodad dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!
35Setu, ho ti a ya da chom hep den, ha me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui, betek ma lavarot: Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou.

Read Luc 13Luc 13
Compare Luc 13:31-35Luc 13:31-35