Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 12

Luc 12:39-48

Help us?
Click on verse(s) to share them!
39Anavezout a rit penaos mar goufe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
40C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.
41Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pe deomp-ni, pe d'an holl, e lavarez ar barabolenn-se?
42Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Piv eo ar merour feal ha fur, en deus ar mestr lakaet war e vevelien, evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?
43Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc'h ober kement-se pa erruo!
44Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaio anezhañ war gement en deus.
45Met mar lavar ar merour-se en e galon: Va mestr a zale da zont; ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ, ha d'en em vezviñ,
46mestr a merer-se a zeuio en deiz na c'hortoz ket, hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ, hag e roio dezhañ e lod gant ar re disleal.
47Ar merer hag a anavez bolontez e vestr, ha n'eo ket en em zalc'het prest, ha n'en deus ket graet ar volontez-se, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.
48Met an hini n'en deus ket hec'h anavezet, hag en deus graet traoù din a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc'h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc'h c'hoazh digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ.

Read Luc 12Luc 12
Compare Luc 12:39-48Luc 12:39-48