Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Marc - Marc 9

Marc 9:6-12

Help us?
Click on verse(s) to share them!
6Rak ne ouie ket petra a lavare, abalamour ma oa spontet.
7Hag e teuas ur goabrenn a c'holoas anezho; ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, selaouit eñ.
8Kerkent an diskibien, o vezañ sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto.
9Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o devoa gwelet, betek ma vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.
10Hag e talc'hjont ar gomz-se, o c'houlenn an eil digant egile petra a c'hellje bezañ, adsevel a-douez ar re varv.
11Hag e rejont ar goulenn-mañ outañ: Perak e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ?
12Respont a reas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra; ha Mab an den, hervez ma'z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù, ha bezañ disprizet.

Read Marc 9Marc 9
Compare Marc 9:6-12Marc 9:6-12