Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Marc - Marc 9

Marc 9:37-45

Help us?
Click on verse(s) to share them!
37Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ abalamour da'm anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset.
38Neuze Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour na heul ket ac'hanomp.
39Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se; rak n'eus den a rafe mirakloù em anv, hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon.
40Rak an hini n'emañ ket a-enep deomp, a zo evidomp.
41Ha piv bennak a roio deoc'h ur werennad dour em anv, abalamour ma'z oc'h d'ar C'hrist, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr;
42met piv bennak a roio skouer fall da unan eus ar re vihan-se a gred ennon, ez eo gwelloc'h dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug, ha e vefe taolet er mor.
43Ma ra da zorn lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn,
44en tan divougus, e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket.
45Ha ma ra da droad lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad, ha bezañ taolet er gehenn, en tan divougus,

Read Marc 9Marc 9
Compare Marc 9:37-45Marc 9:37-45