Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Marc - Marc 9

Marc 9:28-36

Help us?
Click on verse(s) to share them!
28Pa voe aet Jezuz en ti, e ziskibien a c'houlennas digantañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se?
29Eñ a respontas dezho: Ar seurt diaoulien-se ne c'hellont mont kuit nemet dre ar bedenn hag ar yun.
30Hag, o vezañ aet ac'hano, e treuzjont Galilea; Jezuz ne felle ket dezhañ ec'h anavezje den kement-se.
31Rak e kelenne e ziskibien, hag e lavare dezho: Mab an den a vo lakaet etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met goude ma vo bet lazhet, ec'h adsavo a varv an trede deiz.
32Met ne gomprenent ket ar c'homzoù-se, ha ne gredent ket goulenn digantañ.
33Goude e teujont da Gafarnaoum; hag o vezañ en ti, e c'houlennas outo: Diwar-benn petra en em stourmec'h en hent?
34Int a dave; rak en em stourmet o devoa en hent war an hini a vije ar brasañ.
35O vezañ azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak bezañ ar c'hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl.
36Hag o vezañ kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezhañ en o c'hreiz; o terc'hel anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras dezho:

Read Marc 9Marc 9
Compare Marc 9:28-36Marc 9:28-36