6Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar; hag o vezañ kemeret ar seizh bara, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien; an diskibien o lodennas d'ar bobl.
7Bez' e oa ivez peskedigoù; ha Jezuz, o vezañ trugarekaet, a c'hourc'hemennas o reiñ ivez dezho.
8Hag e tebrjont, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet.
9Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil; goude-se o c'hasas kuit.
10Hag, o vont kerkent en ur vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioù Dalmanuta.