Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Marc - Marc 6

Marc 6:22-55

Help us?
Click on verse(s) to share them!
22Merc'h Herodiaz, o vezañ deuet, o vezañ dañset, hag o vezañ plijet da Herodez ha d'ar re en devoa pedet, ar roue a lavaras d'ar plac'h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit.
23Ha gant le e lavaras: Kement a c'houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh.
24O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag he mamm a lavaras dezhi: Penn Yann-Vadezour.
25Hag o vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn, hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes din, war ur plad, raktal, penn Yann-Vadezour.
26Ar roue a voe glac'haret bras; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac'hañ outi.
27Hag e kasas raktal unan eus e warded, hag e c'hourc'hemennas dezhañ degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon,
28hag e zegasas war ur plad, e reiñ a reas d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm.
29Diskibien Yann o vezañ klevet kement-se, a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e lakajont anezhañ en ur bez.
30An ebestel a zeuas da gavout Jezuz, hag a lavarjont dezhañ kement o devoa graet, ha kement o devoa kelennet.
31Eñ a lavaras dezho: Deuit a-du, en ul lec'h distro, ha diskuizhit un nebeud; rak kement a dud a yae hag a zeue ken n'o devoe ket amzer memes da zebriñ.
32Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec'h distro.
33Met ar bobl a welas anezho o vont kuit, ha kalz en anavezas; hag o redek, war droad, eus an holl gêrioù, ec'h errujont a-raok dezho, hag en em zastumjont en e gichen.
34Neuze Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud, hag en devoe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep pastor, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.
35Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo;
36kas anezho kuit, evit ma'z aint er c'hêrioùigoù hag er bourc'hioù war-dro, ha ma prenint boued, rak n'o deus netra da zebriñ.
37Eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c'hant diner a vara, evit reiñ dezho da zebriñ?
38Hag e lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It, ha sellit. P'o devoe gwelet, e lavarjont: Pemp ha daou besk.
39Neuze e c'hourc'hemennas dezho ober d'an holl azezañ, a vandennoù, war ar geot glas.
40Hag ec'h azezjont a renkoù, dre gantadoù ha dre hanter-kantadoù.
41Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e rentas grasoù, e torras ar baraoù, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl; lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.
42Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h.
43Hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù bara hag eus ar pesked.
44Ar re o devoa debret eus ar baraoù-se a oa war-dro pemp mil den.
45Kerkent goude, e reas d'e ziskibien mont er vag, hag e ziaraogiñ en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje kuit ar bobl.
46Ha p'en devoe o c'haset kuit, e pignas war ar menez evit pediñ.
47An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar.
48Hag e welas o devoa kalz a boan o roeñvat, rak an avel a oa en o enep; war-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor; c'hoant en devoa d'o diaraogiñ.
49Met pa weljont anezhañ, o vale war ar mor, e kredjont e oa un teuz, hag e krijont.
50Rak holl a weljont anezhañ, hag e voent spontet; met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.
51Hag e pignas d'o c'havout er vag, an avel a baouezas, hag e voent souezhet meurbet o-unan ha leuniet a estlamm,
52rak n'o devoa ket komprenet mirakl ar baraoù, dre ma oa o c'halonoù kaledet.
53P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared, hag e touarjont eno.
54Pa oant aet er-maez ar vag, re al lec'h-se en anavezas raktal,
55hag e redjont en holl vro tro-war-dro, hag en em lakajont da zougen war gweleoù bihan ar re a oa klañv, e kement lec'h ma klevent lavarout e oa.

Read Marc 6Marc 6
Compare Marc 6:22-55Marc 6:22-55