Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 9

Jean 9:3-13

Help us?
Click on verse(s) to share them!
3Jezuz a respontas: N'eo ket en defe hemañ pe e dud pec'het, met abalamour ma vefe oberoù Doue disklêriet ennañ.
4E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset; an noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni.
5E-pad ma'z on er bed, ez on sklêrijenn ar bed.
6O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar, hag e reas fank gant e halv; neuze e frotas daoulagad an dall gant ar fank-se,
7hag e lavaras dezhañ: Kae, hag en em walc'h e stank Siloa (da lavarout eo: Kaset). Mont a reas di, en em walc'has, hag ez eas kuit o welout sklaer.
8An amezeien hag ar re o devoa e welet a-raok, pa oa dall, a lavare: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet, hag a c'houlenne an aluzen?
9Darn a lavare: Eñ eo; darn all a lavare: Heñvel eo outañ; eñ e-unan a lavare: Me va-unan eo.
10Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit?
11Eñ a respontas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus eouliet gantañ va daoulagad, ha lavaret din: Kae da stank Siloa, hag en em walc'h enni. Me a zo eta aet, hag ez on en em walc'het, hag e welan.
12Int a lavaras dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket.
13Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall.

Read Jean 9Jean 9
Compare Jean 9:3-13Jean 9:3-13