Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 2

Jean 2:1-6

Help us?
Click on verse(s) to share them!
1Tri devezh goude, e voe un eured e Kana e Galilea, ha mamm Jezuz a oa eno.
2Jezuz ivez a voe pedet da vont d'an eured gant e ziskibien.
3Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N'o deus ken a win.
4Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? Va eur n'eo ket c'hoazh deuet.
5E vamm a lavaras d'ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc'h.
6Bez' e oa eno c'hwec'h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc'hel pep hini anezho daou pe dri muzuliad.

Read Jean 2Jean 2
Compare Jean 2:1-6Jean 2:1-6