Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 18

Luc 18:6-14

Help us?
Click on verse(s) to share them!
6Hag an Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal-se.
7Doue, ha ne raio ket reizh d'e re dibabet a gri dezhañ noz-deiz, hag e taleo en o c'heñver?
8Me a lavar deoc'h, e raio reizh dezho prest. Met pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?
9Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh, hag a zisprize ar re all:
10Daou zen a bignas d'an templ da bediñ; unan a oa farizian, hag egile a oa publikan.
11Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bede evel-hen ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, nag ivez evel ar publikan-se.
12Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus.
13Met ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne grede ket memes sevel e zaoulagad d'an neñv; met skeiñ a rae war boull e galon, o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin, ur pec'her on!
14Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas pardonet d'e di kentoc'h eget egile; rak piv bennak en em uhela, a vo izelaet, ha piv bennak en em izela, a vo uhelaet.

Read Luc 18Luc 18
Compare Luc 18:6-14Luc 18:6-14