Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 9

Jean 9:27-41

Help us?
Click on verse(s) to share them!
27Eñ a respontas dezho: E lavaret em eus dija deoc'h, ha n'hoc'h eus ket e selaouet? Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?
28Neuze e tismegañsjont anezhañ hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, evidomp-ni, ni a zo diskibien Moizez.
29Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met evit hemañ, n'ouzomp ket a-belec'h eo.
30An den a respontas: Un dra souezhus eo, penaos n'ouzoc'h ket a-belec'h eo; ha koulskoude en deus digoret va daoulagad din!
31Ha, ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar re fall; met mar deu unan bennak da enoriñ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ.
32N'eus bet klevet biskoazh en defe den digoret daoulagad un den ganet dall.
33Ma ne vije ket hemañ eus Doue, ne c'hellje ober netra.
34Int a respontas dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec'hed, hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit.
35Jezuz a glevas penaos o devoa e gaset kuit, hag o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue?
36Eñ a respontas: Piv eo Aotrou, evit ma kredin ennañ?
37Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Gwelet ec'h eus anezhañ, eñ e-unan eo an hini a gomz ouzhit.
38Neuze e lavaras: Krediñ a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezhañ.
39Ha Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ da varn, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio dall ar re a wel.
40Hag hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, bez' omp-ni ivez dall?
41Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h dall, n'ho pije ket a bec'hed; met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp; abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.

Read Jean 9Jean 9
Compare Jean 9:27-41Jean 9:27-41